Mont d’an endalc’had

Elesbed Bosnia

Eus Wikipedia


Elesbed Bosnia hag he merc'h Maria Iañ Hungaria. Livet gant Liezen-Mayer Sándor (Alexander von Liezen-Mayer).

Elesbed Bosnia pe Elizabeta Kotromanić, (1340-1387) a voe rouanez kenseurtez Hungaria ha Pologn, ha rejantez he merc'h Maria Iañ Hungaria.

Elesbed Kotromanić a oa merc'h da Steven II Kotromanić, ban Bosnia, ha da Elesbed Cujavie, ur c'hournizez da Ladislas Iañ Pologn.

Dimezet e voe da Loeiz Iañ Hungaria, roue Hungaria ha Pologn, e miz Mezheven 1353. Diskoachet e voe ul liamm a genwadelezh, abalamour d'un hendad boutin, dug Cujavia en Pologn, met pardonet e voe ar pec'hed gant ar pab Inosant IV ha roet e aotre da zimeziñ.

En 1382 e varvas ar roue Loeiz, hag e verc'h Mari Iañ Hungaria, a voe anvet da rouanez. Elesbed a voe anvet da rejantez gant skoazell Nicolas Garai.

Sigismond Luksembourg, a oa danvez-pried he merc'h Mari, hag e hantervreur Venceslas IV Bohemia, dorn ha dorn gant noblañsed eus Hungaria, a oa enebet ouzh Elesbed Bosnia hag he c'huzulier palatin. Un toullad anezho a roas harp da Charlez II Hongria, Roue Naplez da vout roue Hungaria e miz Kerzu 1385. Tapet e voe gant Elesbed ha Mari d'ar 7 a viz C'hwevrer 1386 ha lakaet e voe d'ar marv[1].

Elesbed Bosnia he devoa bet pevar bugel, da vihanañ, gant he fried:

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. John Carmi Parsons, Medieval Queenship, Palgrave Macmillan, 1997